N'eo ket diaes skrivañ e chomlec'h e brezhoneg. Heñvel
eo ouzh e skrivañ e galleg, nemet e vo cheñchet
anvioù ar straed hag ar gêr gant gerioù
brezhoneg. Ma'z oc'h boaz da skrivañ hoc'h anv familh
gant e stumm brezhonek, gwelloc'h a se ha grit gantañ!
Setu ur skouer aes:
Jean LE GALL
85 rue de la République
29000 QUIMPER
Yann AR GALL
85 straed ar Republik
29000 KEMPER
Doareoù all:
Kalz brezhonegerien a blij dezho skrivañ anv o bro
en dibenn. Grit heñvel neuze!
Yann AR GALL
85 straed ar Republik
29000 KEMPER Breizh
En Europa eo boaz an dud da skrivañ pennlizherenn
o broad dirak ar c'hod post. BZH eo ar c'hod evit Breizh.
Yann AR GALL
85 straed ar Republik
BZH-29000 KEMPER Breizh
Pa vezit en estrenvro na zisoñjit ket skrivañ
anv ar stad evel-henn:
Yann AR GALL
85 straed ar Republik
29000 KEMPER Breizh - Frañs (France)
pe
Yann AR GALL
85 straed ar Republik
29000 KEMPER Breizh (F)